Dihustoù ar merc'her 5 a viz Here

Va(ma) c'hentan zo mignon braz ar verc'hodenn " Barbie ".
Va(ma) eil vez malet evit kaout bleut.
Va(ma) drede 'hell plijoud dezhan !
Va(ma) holl zo anv un arlevier eus an USA.
Va(ma) c'hentan zo null !
Va(ma) eil vez lakaet en douar gant ar pal eostin.
Va(ma) drede zo arvest gant " Kurun ".
Va(ma) holl zo anv kêr na blij ket ken da DSK !
Va(ma) c'hentan zo keriadenn er Morbihan ganti un anv aneval !
Va(ma) eil zo hanterenn ur c'hoant bugel (e galleg).
Va(ma) drede zo e koat pe e maen hag planted en douar.
Va(ma) holl zo un anv bet roet da Vietnamiz deuet da glask repu er c'hornog !
Geriadur/glossaire
Malet : moulu
Bleut : farine
Arlevier : chef d'état
Pal : but
Eostin : moissonner, récolter
Arvest : spectacle
Aneval : animal
Hanterenn : moitié
C'hoant : envie
Repu : refuge
Deomp dezhi ! War zav atav !